Meskañ ha lakaat e boutailhoù

Meskadoù kempouez

War zibenn an eil bervadur ez eus ganeomp un niver bennak a veoliadoù dezho perzhioù gwall zisheñvel. Ret eo neuze meskañ gant kempouez meur ar veoliad disheñvel a-benn kaout ar perzhioù a glaskomp evit hor chistr.

Skiant-prenet ha chemet an artizan chistrer a zo ret evit dont a-benn vat da lakaat da glotañ blazoù a bep seurt.

Siladur a-zarn

Ur wech graet ar meskañ e vo silet ar pelestrad nevez a-raok lakaat anezhañ e boutailhoù.
A-zarn e vo graet ar siladur a-benn mirout ul lodenn eus flora orin ar chistr.

Evit mirout ouzh ar chistr da vezañ oksidet e vez boutailhet hep aer. Pep boutailh a vo leuniet, stouvet, minelliget ha gwisket gant un dikedenn.

Skip to content