An degas

Daou viz war-lerc'h...

War-lerc'h daou vizvezh e boutailh e vo hor chistr en e zoare gwellañ da vamañ ac'hanoc'h. Ur wech tremenet ar frapad amzer-mañ eo poent deomp lakaat anezhañ er c'henwerzh neuze.

Ober a reomp hon-unan war-dro an degasadennoù er vro (Breizh hag al lec'hioù en he c'hichen), ha labourat gant un dezouger evit al lec'hioù pelloc'h.

Gwerzhañ a reomp ivez hor chistroù war marc'had brudet al Lisoù e Roazhon bep sadorn vintin adalek 8e30 betek 1e30 gk. Etre an daou goc'hu e vezomp, e-kichen standoù ar galetez.

Skip to content