Hor produioù
Ha reoù hag a blij deomp adwerzhañ

HOR CHISTROÙ

CHUG AVALOÙ HA PELESTRADOÙ DIBAR

Jus de pomme Coat-Albret
HOR CHUG AVALOÙ

Hegerz e SEB 3L ha 5L.

Diwar avaloù-chistr e vez fardet ar chug avaloù Coat-Albret ivez ha dre se e vir ennañ perzhioù hor seim : frouezh-blazet tre eo, trenk un disterañ, kreñv ha trebadus er genou.

Cidre Romillé Cuvée Spéciale Coat-Albret
PELESTRADOÙ DIBAR : CHISTR ROVELIEG

Hegerz e boutailhadoù 75 kl.

Diouzh ar c'houlz-bloaz, an avaloù hag ar c'hoant e tegouezh deomp fardañ pelestradoù dibar.
Ar chistr « Rovelieg » zo ur chistr fardet nemet gant avaloù dibabet e tiez tri froduer eus Rovelieg, ur gêriadenn hag a zo un nebeud kilometroù eus ar chistrerezh. Ur chistr divoutin eo, hag a c'heller mirout e-pad pell, kreñv, ront ha c'hwerv-dous… da dañva !!

AN HINI DREISTKALET

Extra Brut
Bepred fardet diwar avaloù gwerjeoù bihan ha hengounel ar vro e teu an hini dreistkalet diwar ur bervadur hir-kenañ hag ur meskad soutil etre frouezh eus deroù ha kreiz ar c'houlz-bloaz. Bev eo, meinek gant un dibenn c'hwerv un disterañ. Ur bersonelezh kaer a zo d'ar c'histr-mañ, dibar ha hoaler anezhañ !

AR PRODUIOÙ A BLIJ DEOMP ADWERZHAÑ

16---sainte-colombe
BIEROÙ SANTEZ KOULM
  • Gwinizh (gwenn)  : Dous gant saourioù trenk, frouezh-blazet (rusk orañjez c'hwerv) ha spiset (koriandrez).
  • Melen : Notennoù bleuñv ha geot c'hwerv un disterañ.
  • Alaouret : Dous gant blazioù frouezh (per, bananez) ha spisoù (tach jenofl).
  • Goularz  : Notennoù skañv karamel ha malt.
  • Brizh-Du  : Saourioù frouezh (per, bananez) ha spisoù (tach jenofl), gant ur blazig kras ha mogedet un disterañ e dibenn al lonkadenn.
  • Goañv : Un tamm korfek gant notennoù mel ha spisoù. Bier diouzh ar c'houlz-bloaz .
  • Chem Meur : Ront ha frammet gant notennoù chokolad, kafe ha karamel gell krazet.
  • Bier Nedeleg  : Dous ha ront, gant notennoù frouezh ruz hag un notennig karamel gell (hegerz e miz Kerzu hag e miz Genver).

  • Chug avaloù biologel graet gant It. hag Ao. Hignet e Chapel-ar-Veuzid (35)
  • Chistr Real Guillevic fardet gant ar chistrerezh Nicol e Surzhur (56)
  • Ar chouchenn Chamillard graet gant Gilles Barbé e Merdrigneg (22)
  • An Avaleg, ar Priñs Bihan Guillevic (avaleg gwenn) ha lambig fin Breizh (odivi diwar chistr) produet e strilherezh ar Gorvelloù e Sulnieg (56)
  • Ar chistr-per Maeyaert fardet e Milly sur Therain (60)