Istor ar chistrerezh
Eus 1983...
Savet eo bet ar chistrerezh Coat-Albret e Bezeg gant Loïc Berthelot e 1983, d'ur mare ma kroged a-boan da gomz diwar-benn kalite hag orin ar boued, ha diwar-benn an teroueroù..
Diwar ar youl bezañ dizalc'h, diwar an ezhomm « bevañ ha labourat er vro » hag ar c'hoant da reiñ en-dro e vrud hag e lorc'hañs da evaj arouezel Breizh eo deuet al lusked sevel ar chistrerezh.
Betek hiziv
Hiziv ez eus c'hwec'h den o labourat eno ha 350 000 boutailhad chistr a vez fardet ganto bep bloaz..
Gwerzhet e vez chistroù Coat-Albret en tiez-krampouezh, er pretioù hag er stalioù kenwerzh nes e Breizh peurgetket. A-wechoù e vezont kaset e Frañs ivez ha pelloc'h…
Entanet gant ar chistr !
Rankus eo ar vicher chistraer, amzer a vank evit tapout ar chemet ret evit fardañ chistroù eus an dibab.
E ti Coat-Albret e vez treuzkaset an entan a rummad da rummad p'emañ Morgan, merc'h Loïc, o vont d'e heul.
Ar bourvezerien avaloù
Anez dezho ne c'hellfed ober mann ! Hag int peizanted, tud war o leve, war o micher, gwazed, maouezed, tud yaouank, tud kozh, an holl a laka evezh da zegas deomp frouezh mat-kenañ, hollret da berzhded hor chistroù..
Bep bloaz neuze e vez dastumet 450 tonennad avaloù gant ouzhpenn ur c'hant bennak a bourvezerien e gwerjeoù hengounel trowardroioù Bezeg, 20km er c'hornôg da Roazhon. Reizh dre natur eo an darempredoù gant hor pourvezerien ha skoulmet int bet war hiramzer.