Tout voir

    Ar chistrerezh Coat-Albret a ginnig deoc’h gant plijadur vras ar raktres « Faites de la Pomme ! »

    Lod eo ar gwerjeoù hengounel avaloù-chistr eus teñzorioù sevenadurel Bro Breselien ha Breizh pelloc’h. Betek ar bloavezhioù 70 e oa ar gwerjeoù lec’hioù a-bouez bras ma veze skoulmet liammoù sokial eno, an holl dud en em gave eno evit dastum an avaloù, gwaskañ anezho, produiñ ar chistr hag al lambig. Ar seurtadoù avaloù-bro, stank anezho, a veze miret aketus ha treuzkaset a rummad da rummad. Evaj arouezel ar vro e oa ar chistr ha klotañ a rae forzh vat gant ar meuzioù dibar all a oa puilh en tiriad.

    Padal, er bloavezhioù 70, an adlodennañ, ar c’hêriekaat diroll ha berzh ar gwin hag ar bier a oa deuet a-benn eus ar chistr hag an darn vuiañ eus gwerjeoù ar vro a oa aet da get en un doare mantrus. Produiñ chistr an tiegezhioù, ken boutin diagent, a oa deuet da vezañ raloc’h. Un nebeud chistrerezhioù o doa dalc’het penn ha deuet e oant a-benn da zelc’her ur produiñ bennak daoust da bep tra, dre saveteiñ un nebeud gwerjeoù hengounel koulz ha meur a seurtad eus ar vro.

    Evel-se he doa graet ar chistrerezh Coat-Albret hag a stag, abaoe 1983, da wareziñ gwerjeoù hengounel diwezhañ Breselien dre brenañ a briz mat an avaloù deuet anezho. Ouzhpenn ur c’hant bennak a bourvezerien avaloù (hiniennoù ha labourerien-douar) a vez o labourat war hiramzer gant ar chistrerezh neuze. Diskouez a ra ar pourveziñ lec’hel-mañ bezañ ur gwir ekonomiezh evit an tiriad hag un dalc’h krennus evit ar chistrerezh-mañ a vez hec’h ezhommoù avaloù o kreskiñ bep bloaz. Padal, ur studiadenn graet nevez zo war an dachenn a ziskouez eo nec’hus oad keitat ar gwez-avaloù-se. Ma ne vez graet netra ne vo ket mui eus gwerjeoù hengounel Breselien a-benn 20 vloaz. Ha mont a raio da get ganto ar sevenadur, bevliesseurted ar plant, ha perzhioù dibar ar c’heginañ.

    Gwell a se n’eo ket kollet ar c’hrogad c’hoazh, leizh a dud, a gevredigezhioù, a obererien a zo tomm ouzh ar gwerjeoù-se. En o zouez pergen, « Ti ar Glad e Breselien », ar gevredigezh rannvroel « Ar Re Sot gant an Avaloù » hag ar chistrerezh « Coat-Albret », o zri bet e orin ar raktres « Faites de la Pomme !».

    Mennad ar raktres-se a zo gwareziñ pinvidigezh c’henetek ar frouezh ha gwerjeoù Bro Breselien koulz ha talvoudekaat anezho a-fet ekonomiezh. Anv zo ivez da adreiñ buhez d’ar sevenadur en-dro d’an avaloù war an tiriad-mañ dre vroudañ an annezidi anezhañ da blantañ gwez-avaloù ha da broduiñ chug avaloù ha chistr en tiegezhioù. Un doare kaer da adperc’hennañ ur glad bev.

    Skip to content